
« Ar sul d’abardaez, er bourk,
It bremañ, paotred ha merc’hed,
C’hoariit, dañsit ha c’hoarzhit.
Bugale ivez ha re gozh :
C’hoarzh ha plijadur betek noz.
Darn a c’ha da c’hoari boulloù,
Da c’hoari kilhoù e c’ha darn all,
Darn all galoch pe mouchig-dall,
Darn all a daňs war ar c’hlazenn,
Du-hont, dindan ar gozh dervenn,
Ar re gozh a sell, azezet,
En disheol, e-touez ar bleunioù,
Pe war mogerioù ar vered,
Hag a soňj en o yaouankizoù.