
Janig Ar Beuz a oa manet intañvez gant he zri faotr. Erwan a oa ar mab henañ, Alan a oa an eil, ha Fañch an hini yaouankañ. Paotred yaouank serzh a oant, frammet mad war o zreid hag ouzhpenn-se ne oant ket en em gavet re diwezhat war varc’had ar skiant. Paotred yaouank all ar vro a oa un tamm bidedus dioute peogwir e oa tu dezhe dibab at merc’hed koant er pardonioù Evit ar merc’hed e oant kanfarded disoursi.ar re gozh a rae dioute liperien ha evit ar mammoù e onnt fistoulerien.
E-pad an hañv e vezent gwelet e pep lec’h er pardonioù, evit al leurioù nevez hag er foarioù, hag e-pad ar goañv e raent o zarempred en tier lec’h ma veze c’hoariet kartoù, ha lec’h ma veze plijadur e-pad an noz. Ne distroent james d’ar gêr a-raok div eur pe deir eur diouzh ar beure. Goude o c’hoan e juitaent asambles ar gêr, met ne vezent ket alies asambles o retorn, pep hini a c’hae lec’h ma veze galvet gant ar blijadur pe ar c’hoantadenn. Ouzhpenn ur wech e oa bet kaset klemm d’o mamm,diwarbenn merc’hed yaouank bourdet fa tapet fall ha hi ne rae met respont :
– « Petra ‘fell dec’h e rafen ? N’hallan nemey aliañ ac’hanoc’h da dastum ho polizi pa vo ma c’higi er-maez. »
Un nozvezh a viz Genver e oa aet an tri breur asambles da Gervinihi lec’h ma oa ur fest gwadigennoù. Goude koan e ua bet koroll ha c’hoari-c’hartoù. Erwan hag Alan a oa gant o dousig koant hag a oa aet da gas anezhe d’ar gêr etre dek eur hag unnek eur.
Fañch a daleas gant c’hoari kartoù. Tabut a savas war digarez un taol direizh ha tommet mat e oa an dud. Ha setu hopadennoù, foeltradennoù ha mallozhioù ha memes taolioù dorn. Fañch a oa an hini a rae ar muiañ a dodilhon. Evel-se e oa echuet ar barti war dro un eur diouzh ar beure ha pep hini a oa aet d’ar gêr gant hentoù disheñvel.
Fañch a oa e unan hag en imor fall peogwir en devoa kollet. Sklaer-loar ‘oa. Fañch en devoa da dremen dre hent-don Melchonek brudet evit bezañ darempredet gant paotred ar sabad, ha memes gant an diaoul ha peurvuiañ ne veze ket darempred ennañ adalek ma veze noz. Bale a rae serzh. A bep tu eo kelc’hiet an hent-don mañ, gant kleuzioù uhel, gwez stank warne e stumm ur volzad brankoù luziet ha mesket ken ma ne teu ket a-benn an heol da sklerijenniñ memes e kreiz an hañv. Ken moan eo ken ma ne c’hall bale daou den abiou an eil d’egile.Degouehet hanter hent, el lodenn strizhañ, en doa Fañch taolet pled ouzh un dra bennaket du a-dreuz an hent. Petra ar foeltr eo kement-mañ ? emezañ.
Ne oa ket aonik, dreistholl pa en deveze lonket ur bannac’h a re hag en ur vont war-raok e welas e oa ur marc’h, ur marc’h du kaer. Chomet e oa da sellout pizh dioutañ hag en em lakaas da c’harmiñ.
– « Ar marc’h kaer! Biskoazh n’am eus bet gwelet unan par dezhañ. Met da biv ‘chall bezañ hag abalamour da betra emañ aze, e-unan war an hent ? Sur awalc’h neo ket eus ar barrezh hag e berc’hen a dle bezañ un estrañjour bennaket tapet gantañ un droug-lamm. Kabestret ha dibret eo. »
Fañch a glaskas tremen, met ar marc’h a stanke bepred an hent hep leskel anezhañ da vont. Fañch kaer dezhañ bezañ disaon a santas ur gridienn skañv o tremen war e gein hag a soñjas e oa furoc’h mont war e c’hiz, hep klask distankañ an hent. Pa oa en em gavet lec’h ma oa tzeloc’h ar c’hleuz, e pignas warnañ hag e talc’has da vale a-hed an hent. Met ret e oa bet dezhañ diskenn, hag ar marc’h a oa c’hoazh dirakañ gant ar stleug tost eus e droad evel ma vefe o pediñ anezhañ da bignal war e gein. Hag adarre Fañch da bignal war c’hleuz ha da glask diskenn lec’h all. Bepred e oa ar marc’h dirakañ. Ha Fañch da sevel adarre war ar c’hleuz evit mont pelloc’h. Ouzhpenn dek gwech e oa bet graet gantañ ar memes esae, ha bep tro e veze ar marc’h dirakañ o stouvañ an hent. Erfin, klevet gantañ kloc’h teir eur o son e Plouared, e reas sin ar groaz, hag ar marc’h kuit d’ar bevarlammruz, an tan o tont eus dindan e dreid ha dre doulloù e fri. Tu a oa bet neuze da Fañch mont d’ar gêr. Mantret hag o krenañ gant an derzhienn, e ehomas en e wele e-pad an deiz.
Adalek an deiz-se e reizhas e vuhez hag e chomas hep mont da riboulañ e-pad an noz.
Klevet ‘m boa bet anezhañ o kontañ e-unan ar pezh en devoa bevet ha kaout a rae dezhañ e oa ar marc’h-se marc’h an diaoul.
– « Marc’h an diaoul a oa sur, eme Wiona gozh, ha ma vefe bet aet war e gein, e vefe bet skoet gantañ en un toull-don bennaket pe aet gantañ en bev d’an ifern ! »