Warning: "continue" targeting switch is equivalent to "break". Did you mean to use "continue 2"? in /home/autourde/public_html/wp-content/plugins/revslider/includes/operations.class.php on line 1946

Warning: "continue" targeting switch is equivalent to "break". Did you mean to use "continue 2"? in /home/autourde/public_html/wp-content/plugins/revslider/includes/operations.class.php on line 1950

Warning: "continue" targeting switch is equivalent to "break". Did you mean to use "continue 2"? in /home/autourde/public_html/wp-content/plugins/revslider/includes/output.class.php on line 2659
1. Baleadenn "War roudoù An Uhel" - Au Tour de Luzel

2. Burzhud Sant ar Goulannoù

1. Baleadenn « War roudoù An Uhel »

1. Baleadenn « War roudoù An Uhel »

« Setu un nozvezh gaer evit selaou marvailhoù ha kontadennoù bugelien-noz e korn an oaled. Glav a ra, un avel-ifern a c’hwezh ; gwigourat ha gwikal a ra ar c’hog-avel e penn uhelañ an dourell ; klemm a ra koadach an doenn eus an avel en em gollet dre ar seminal ; ar glav a sko a-bil war gwer ar prenestroù, evel un toor-penn o klask bezan pedet ; ar sorserezed a dle bezañ o veajiñ d’an eur-mañ, o c’haoliatañ o skubelenn war hent ar sabad, e kroazhent al lanneg vras. Tostaomp tro-dro ar c’horadenn tanflamm o strakal, war oaled vras ar gegin ha selaouomp gant evezh dibunadennoù Garandel. Staliet eo evel ur pabor war e skaon ; boulc’het en deus e skudellad sistr melen hag e krog. »

Gwechall ha gwechall, an hini en devoa daoulagad ne oa ket dall…