Image

langues  Français     English     Deutsh     Español

02Noz ar Pellgent1815 a oa. Yaouank e oan d’ar c’houlz-se hag er C’houerc’had e oan o chom evel bremañ. Aet‘ oan abred-awalc’h da vourk Plouared, hag, en ur c’hortoz an oferenn hanternoz, e oamp, un toullad mignoned ha me, oc’h evañ jistr hag o c’hoari c’hartoù e ostaleri Kadiou. Un trikon a oa bet aozet ganeomp, imoret da echuiñ pa vefe klevet ar c’hloc’h. Stegn e oa ar jeu : ar c’holl ne oa ket eus an disterañ evit paour kaezh tud eveltomp hag, evel booaz, seul vuiañ ma gollemp, muioc’h a-se e empennemp. Gant hom jeu e oamp tout pa oar deut da lârout deomp e oa, en tu all d’ar bourk, un dra bennaket dispar. Ar Floc’h, tapet gant ar sec’hed, a oa re verr war e wenneien evit lonkañ en ostalerioù, lec’h ne tro ket james an dour en gwin, met alies a-walc-h ar gwin en dour. Klevet en devoa bet meur a wech kontañ, er beilhadegoù c’hoañv, e teue, e-pad nozvezh Nedeleg, an dour-puñs hag an dour-feunteun da vezañ gwin hag a glaskas tañva ar wirionez. Hag eñ da vont, araok koulz an oferenn, betek puñs Visant Karis, evit gwelout ma oa ar c’helorn hag ar gordenn en o flas prest da diskenn. Ur c’helorniad dour a felle dezhañ, met kerkent, aet ar c’helorn da foñs ar puns, e klevas, pa oa o sachañ war ar gordenn, ur vouezh sklaer :

– Gortoz, kompagnon, gortoz, losk ac’hanon da evañ ur bannac’h da gentañ !

Alanig ne oa ket eus ar re hardizhañ : ar c’helorn diskroget gantañ er puñs hag eñ kuit d’an daoulamm ruz. Harzet e oa bet gant ur strollad tri pe bevar den, Nouel Ar Saoz unan dioute, hag a c’houlennas digantañ hag-eñ e oa krog an Diaoul e foñs e vragoù ‘benn ma rede ken buan all. Gant ar fromet ha pennbouzellet ma oa, e oa e satouihadenn ur respont diaes tennañ danvez diouti :

– N’eo ket an Diaoul ! Met unan bennaket en deus kaozeet ha lâret : losk ac’hanon da evañ ur bannac’h, kompagnon ! Du-hont e puñs Visant Karis…Ur bugel-noz eo sur a-walc’h !

Evite e oa trelatet pe vezv-dall. Met, peogwir ne oant ket pell eus ar puñs ha tapet gant an debron-gouzout, e oant aet da welout. Nouel Ar Saoz a soublas a-us toull ar puñs hag en ur farsal :

“Eh! Te er foñs aze, dare out gant ar sec’hed ‘benn mont da lonkañ e foñs ar puñs ?

– Ya marv gant ar sec’hed, eme ur vouezh, er puñs ?

– Klevet ‘peut ? a c’houlennas Nouel, troet etrezek e gompagnoned.

– Ya, emezint. Unan bennaket a zo er puñs” Ha Nouel da hopal adarre :

“Piv a zo aze, er foñs ? Respont!

– Ar Sant, eme ar vouezh.

Ne oa ket Nouel evit farsal ken. War dro daouzek a dud a oa neuze tro-dro ar puns hag o doa tout klevet ar vouezh ouzh traon.

« Ret eo goulenn digantañ pe Sant eo ha petra a fell dezhañ, emeze.

– Pe Sant oc’h? a c’houlennas Nouel.

– Sant ar Goulannoù, a respontas ar vouezh.

– Sant ar Goulannoù ? eme ar re war dro, sebedennet.

– Gwech ebet ne moamp klevet kaoz eus ar sant-se. Ret eo goulenn digant ar skolaer hag-eñ emañ e anv en un deizadur pe ul lcvr kozh bennaket. marteze eo ivez un sant nevez ?

– Petra fell deoc’h, Aotrou Sant a c’houlennas c’hoazh Nouel Ar Saoz , en ur blegañ a-us toull ar puñs.

– Fellout a ra din da gentañ ur bannac’h da evañ hag e teufe goude ar person da gerc’hat ac’hanon e prosesion gant ar groaz ha bannieloù hag e vefe sonet ar c’hleier war an ton bras.

An eil a selle ouzh egile ha ne oa hini ebet troet da fentigellañ. Divizet e oa bet mont da gelaouiñ ar person ha selaou e soñj. Aet e oa buan ar vrud a-hed ar bourk hag en em gavet e oa ur moriad tud tro-dro puñs Visant Karis.

Hom c’hartoù moamp lesket a-gostez hag e oamp deut d’ar red. Etrezomp e lâremp : « Penaos ‘ vo graet? Sur-awalc’h ne gredo ket ar person. Koulskoude eo ret dezhañ bezañ kelaouet ; ur burzhud meur eo sur. Ha pep hini da brederiañ ha da displegañ e soñj. Aet e oa daou pe dri baotr d’ar presbital evit reiñ da c’houzout d’ar person. War an tu mont d’an iliz e oa ; ar person ne degemeras ket gwall vad ar c’heloù hag a lâras dezhe e oant o klask ober goap dioutañ, pe ne oa moarvat o danvez-sant nemet ur mezvier c’hoantaet gantañ tennañ dour eus ar puñs ha kouezhet ennañ.

Respont ar person a oa bet roet d’an dud. Un nebeut klakennoù gwall-skoueriet ha droug enne a hope hag a youc’he, o divrec’h troet etrezek an neñv. Kreskiñ a rae an dud bepred war-dro, dizaouzanet, ha krog da doñvaat ouzh ar sant.

Ur sant mad eo, hervezint, plijout a ra dezhañ farsal. Gant ar c’hoant evañ emañ, kaer en deus bezañ e foñs ar puñs. Morvat e vefe welloc’h dezhañ gwin pe jistr. Ret eo kinnig dezhañ ur chopinad jistr. Marteze n’eo diskennet er puñs nemet evit kaout e gont pa dro,en nozvezh-mañ, an dour da win, ha lonkañ hep kontañ ? Ha pep hini da c’hoarzhin ha da fentigellañ gwashañ ma c’halle, nemet ar merc’hed kozh, seurezed pil-pavez, drouk-skoueriet, a c’harme : « Jesus, ma Doue ! Pe amzerioù a zo kouezhet warnomp ! Ne vez doujet seurt ebet ken ! Sur awac’h emañ ar bed o vont da fall ! »

Hag e krozent war an dud en ur diougan poanioù kriz. Er fin, e stouas Mark Ar Manac’h, mezv ma oa, a-us toull ar puñs hag a hopas.

‘He, kaoze ‘ta, ur sant gwir out ?

– Ya, Ar Sant, eme ar vouezh

– Un den mat a sant out neuze hag e vefe mad dit evañ ur voutaihad ganin ?

– Ne c’houlennan tra all, met kento’h div evit unan.

– Me a gav din ‘anavezan ar vouezh-se, eme Vark, troet war hom zu ha war e vruched adarre a-ys ar puñs. Pe Sant ‘out ? Lâr din da anv!

– Un eur a zo abaoe ma ‘on o hopal ma anv deoc’h :Sant ar Goulannoù hag e vefe welloc’ deoc’h sachañ ac’hanon e maez ar puñs, morzet ma ‘on gant ar yenijenn hag ar sec’hed !

Hag e tirollas Mark da c’horzhin hag e lâras d’an holl :

É Ne ‘moa ket lâret deoc’h a gave din a anavezen ar sant-se ! Unan eus ma mignoned eo, an hini ‘m eus bet trinket gantañ marteze an aliesañ. Hastit buan degas kerdin hag etivi-goulaouiñ ha sachomp anezhañ a-lese.

– Petra eo neuze, Mark, a c’houlennas tout an dud souezhet, pelec’h ar foeltr ez eus bet tu dit anavezout ur sant, te ? Biskoazh n’out bet er Baradoz, deomp da c’houzout !

–  Ne gomzan ket eus sent ar Baradoz. C’hwi, ur bern leueioù, a zo aze un eur’zo o klevout ar paour kaezh den-se o hopal dibaouez eo e anv Ar Sant, Loeiz Ar Sant eus Ar Goulannoù, e-kichen Plonevez Moedeg, hag e chomit aze, digor frank o kenou, difiñv, kentoc’h eget hastañ buan sikour ur paour kaezh den mezv, evel ma vefet kaji tout a-raok ma vo savet an heol. Lesket e vefe bet ganeoc’h da vervel e foñs ar puñs, ma ne vefen ket en em gavet eüruzamant evit sovetaat anezhañ.

Ha, gant ar sklerijenn graet gant goulouioù rousin tostaet eus genou at puñs, o doa tout an dud anavezet, hep diaezamant, Loeiz Ar Sant, Sant Ar Goulannoù a veze graet dioutañ, o krenañ marv gant ar riv.En e sav e oa e kombod ar puñs evel ur sant en e logell. Pep hini a oar e veze  mañsonet ordin, e fons kement puñs toullet, ur seurt logell : enni en em waskede an hini hag a skarzhe ar puñs, ma teue ar gordenn da droc’hañ pe ma kouezhe mein pa veze sachet da krec’h ar c’helorniadoù groa, mein pe loustoni all. Ha Mark da diskenn er puñs gant ur c’helorn stag ouzh ur gordenn ganab. Ar Sant, pignet er c’helorn a oa bet sachet d’ar krec’h ha tennet er maez. Kaset e oa bet da ostaleri Kadiou ha staliet war ur skaon, e-tal un tan serzh, hag en em gavas divorzet ha ken yac’h ha biskoazh, o trinkañ gant e genseurted.

Graet e oa bet un teilhad gant an dro-se e Plouared, meur a hini diouzhoc’h a dle bezañ bet klevet komz diouti hag a c’hall testeni eo gwir bater ma c’haoz.

N’eo nemet ar wirionez, eme Ar Meur, ma zad hag a oa aze ivez en deus touet din ne oa ket gevier.

– Met, Garandel, eme Ivona, ankouaet peus lâret deomp abalamour da betra e oa aet Ar Sant da foñs puñs Visant Karis ha penaos e oa diskennet.

– Ar wirionez a zo ganeoc’h, met ho c’hoant gouzout ec’h an da diarbenniñ. Troet e oa Ar Sant war e chopinad jistr ha sod e oa gant ar gwin-ardant. O tont eus Lannuon e oa ha graet gantañ meut a devosion er chapelioù ‘vel ma vez lâret, en ostalerioù a-hed an hent. Mezv-du e oa, degouezhet e bourk Plouaret, goude e chopinad diwezhañ en davarn brudet fall Toull ar Bac’hadoù.

Pa en devoa c’hoantaet terriñ e sec’hed e puñs Visant Karis, e digor ar bourk,e oa kouezhet e-barzh. Lâret e vez ez eus un Aotrou Doue evit ar roulerien ha techet e vefen da grediñ. Kouezhet e oa e foñs ar puñs hep bezañ gloazet, nemet bloñset un tamm. Ne oa ket don an dour, met yen e oa, vel ma vez ar bevar-warnugent a viz Kerdu. Gant ar fresk ma oa an dour, e oa bet divezvet buan ha skiant en devoa bet d’en em silañ el logell evel eo bet lâret dija. Eno e oa o c’hortoz, gant pasianted ur gwir sant, bezañ sovetaet pa oa bet diskennet ar c’helorn er puñs gant Alanig Ar Floc’h o soñjal tennañ gwin.