5. Eñvorennoù gwechall gozh e Maodez3. Ar vilin vihan hag ar miliner

4. Ur c’hi hir e lost o troidellañ e Plouared

4. Ur c’hi hir e lost o troidellañ e Plouared

Ur sulvezh goude ar gousperoù, e oan aet, eme Yann Ar C’here, gant mab Iouenn Ar Floc’h betek Kerivili lec’l ma ‘ae bep sul d’ober al lez d’e dousig koant (e danvez gwreg). Chomet e oamp diwezhat da c’hoari domino betek koulz koan ha pedet oamp bet da chom ouzh taol gant ar familh evit ur predad avaloi-douar ha laezh trenk. Hep ober ardoù e oamp chomet hag en em lakaet adarre da c’hoari domino. Pa oamp savet evit mont d’ar gêr e oa tost da hanternoz. Ar C’houerc’had e rankemp tremen evit mont da Roz an C’hlañv ha da vilin Wernaham, lec’h e oamp o chom. O tiskenn da Wazhkadoù a-eaok en em gavout e Gwazh ar Flour ‘m ‘oamp klevet trouz treid pounner war an hent : Pouf! Pouf! o tostaat diouzhomp buan.

Petra eo ? en em c’houlennemp souezhet. Ne c’hall bezañ na treid un den na treid un gazeg. Petra ‘challfe bezañ. Dalc’het oamp da vont, hep bezañ dinec’het, hag e bord ar wazh, e Gwazh ar Flour e omp en em gavet dirak ur mell-ki gant ul lost hir, hir-hir. N’eus loen ebet gant ul lost krn hir all. Eus pelec’h e teu ? Ar c’hi a chomas a-sav dirakomp, e zaoulagad ruz evel glaou bev o sellout diouzhomp. Chomet oamp a-sav ivez hep brasoni ha stad a vefe bet ennomp bezañ pell ac’hane.

Eüruzamant en devoa dalc’het gant e hent, hep ober poan deomp,ha klevout a raemp anezhañ o pignal gra Gwazhkadoù, pouf ! pouf ! pouf !, ken ma krene an douar, hag e lost a c’hae war greskiñ betek an oabl.

“Pebezh loen dispar, mome d’am c’hompagnon, pa oan deut a-benn da gaozeal.

-Ya, emezañ, biskoazh n’am boa gwelet un dra heñvel ; reutaet e oa blev ma fenn ken ma save ma zog. Ne oamp ket chomet da rusañ evit mont d’ar gêr hag abaoe’meump soñjet alies er c’hi-se, hep gouzout tra diouzh se.

– Me ivez, eme Bipi Garandel hag a oa chomet sioul o selaou dibunadenn Yann Ar C’here, eo bet degouezhet din en em gavout gant ar c’hi-se.

– Kont deomp neuze, Pipi, eme ar selaouerien.

– Ma. Devezher e oan d’ar c’houlz-se e Pont Gwenn, e-kichen bourk Plouared, evel ma oar pep hini. Un nozvezh a viz Du e oan o tistreiñ d’ar gêr, etre nav eur ha dek eur ha goude bezañ deut er maez an ale, ‘m boa klevet trouz treid pounner o sklokal war hent Keraodi. Pouf ! Pouf ! Ne oa heñvel na deus trouz treid un den na deus ul loen bennaket din da c’houzout. Petra a c’hallfe bezañ ? mome.

Ha me da vont gant ma hent, disaon. Tremenet ‘m boa gwazh Pont Gwenn ha krog e oan gant hent Lanveleg pa ‘m boa klevet ar memes trouz, eno ivez. Pouf ! pouf !

-Setu aze, ur gazeg gant treid gwall bounner, e soñjen.

Tostaat a rae an trouz. Ne oan ket tapet gant an aon. Souden e oan en em gavet diral ur c’hi bras brizennet, daoulagad ruz-tan dezhañ. Chomet e oan a-sav, motet ha ne oan evit mont na war-raok na war dreñv.Ar souezhusañ eviton, gant al loen iskiz-se, ne oa ket e vent, met e lost. Pebezh lost, ma mignoned ! Biskoazh n’eo bet, na ne vo gwelet ganeoc’h unan at seurt-se, savet sonn en oabl, ken uhel, ken uhel kem ma stoke, me a gav din, ouzh ar stered. Goude bezañ sellet pizh diouzhin,ur pennadig, e oa aet gant e hent etrezek Lanveleg hag e kleved trouz e dreid o strapaň en diabell : pouf ! pouf ! pouf ! Evit mont d’ar gêr e oan sañset da vont gant hent ar c’hi-se pe an diaoul-se, met gant an aon en em gavout dirakañ ur wech all, e oa bet welloc’h din klask tro ha tremen dre Borzh ar Bruno. Hervez ar pezh hag a zo bet gwarantet din, en em gaver alies a-walc’h dirak ar c’hi-se war-dro Plouillo.

Ul lunvezh veure e oa Pêr Ar Floc’h o labourat er park gant mevelien all Keramborn, trist e benn, o soñjal hep distagaň ger ebet :

« Petra a c’hoari ganit, Pêr, eme e genseurted, ‘benn ma ne teu ket ur ger diganit ? Kollet ‘z pefe da deod ?

-N’am eus ket, emezañ. Gant ar pezh a zo c’hoarvezet ganin en nozvezh dremenet on prederiet.

– Petra a zo c’hoarvezet ganit, ‘ta ?

– Un dra bennaket iskiz.

– Kont deomp betek ober.’

– Dec’h da noz, etre nav eur ha dek eur, o tistrieñ eus Ar C’houerc’had ha degouezget e Penn Ar Pavez, am boa gwelet e-tal ma c’hichen ur mell ki du. N’am boa ket klevet na gwelet anezhañ o tont daoust ma ne oa ket deut an deñvalijenn. N’anavezen ket ar c’hi-se ha souezhet e oan bet gantañ o tispakañ prim. Dalc’het e oan da vont gant ma hent, hep ober van dioutañ. Heuilh a rae ac’hanon a rez ma botoù, ha ne greden ket klask isañ anezhañ kuit.rak krog e oa an aon ennon o welout pegen bras e oa gant e zaoulagad ruz evel div c’hlaouenn bev.

Petra ‘c’hall bezaň al loen-se, ‘soñjen, ha petra a fell dezhañ diouzhin. Hastañ a raen, met chom a rae ar c’hi war ma roudoù. Feiz! Savet e oa bec’h warnon. O tremen dirak Kroaz Ar Bernioù, am boa graet sin ar groaz hag e oa aet da netra, n’ouzon ket penaos.

“ Se a desko dit, Pêr, mont d’ar gêr abred d’ar sul da noz. Ar c’hi-se a oa sur a-walc’h Matilin, an diaoul.

– Ya eme Bêr. Matilin a dlee bezañ.