10. Ar gannerez-noz e poull-kannañ Lost Louarn8. Un divinadenn dirak poull-kannañ Melchoneg

9. Piv en deus bet klevet an hoper-noz ?

9. Piv en deus bet klevet an hoper-noz ?

E-pad ma yaouankiz, eme Fañch Ar Manac’h, mevel e Keramborn, on bet sod gant ar c’hoari c’hartoù hag e raen ul leviad mat a hent diouzh an abardaez, goude koan, ‘benn en em gavout gant c’hoarierien, forzh pegen skuizh e vezen. Bremañ, ne ran ket van ken ha n’afen ket memes betek penn ar porzh.

Un nozvezh e oan o tistreiñ d’ar gêr goude bezañ bet evit ur pante e Kerarhant vihan. E Kerarhant vras e oan o chom ha ne oa nemet ur prad hag ur c’hoad bihan derv ha pin stank ganin da dreuziñ, koad an hoper-noz vez graet dioutañ. Bras a-walc’h e oa ar prad, kaji evel Prad Bras Keramborn. War-dro dek eur pe dek eur hanter e oa echuet ar c’hoari, ne oa ket gwall diwezhat. E penn ar c’hoad, e oa klevet ganin ur c’hopadenn, en em c’hichen. Hep ober evezh e oan aet gant ma hent, met e penn all ar c’hoad, pa oan en em gavet er prad, em boa klevet ur hopadenn all, kreñvoc’h c’hoazh, tostoc’h diouzhin.

N’on ket gwall aonik met welloc’h ‘vefe bet din bezañ e-barzh ma gwele, er gêr. Dalc’het e oan da vale ha, war hanter ar prad, ur hopadenn all c’hoazh, kreñvoc’h ha tostoc’h, ken ma soñje din e oa o tispenn ma roudoù. Distroet e oan hep gwelout netra; met ar youc’hadennoù a veze klevet bremañ aliesoc’h pep munutenn hag ordin kreñvoc’h kreñvañ. Neuze e oa kroget an aon ennon ha me da redek. Don’t a rae ar youc’hadennoù dam heul tostoc’h ha skiltroc’h, ken ma oa kignet ma divskouarn.En em gavet e oan erfin dirak dor ar marchosi lec’h ma oa ma gwele, ha pa oan o vont e-barzh, e tarzhas youc’adenn diwzhañ an hoper-noz a santen a-rez ma botoù, kreñvoc’h eget tout ar reoù all, ken ma soñjas din e oa tout al lojeiz tro dro ar porzh diskogellet hag o vont da gouezhañ en o foull. Straket ‘boa an nor ha morailhet hag aet e oan en em gwele heñvel ouzh un den marv. Klevet e oa bet alies ganin an hoper-noz pa saven e-kreiz an noz evit ober war-dro ar c’hezeg, met n’am boa ket bet graet van dioutañ peogwir e chome er c’hoad ha ne oa ket bet deut war ma lerc’h.

Erwan, ma breur, ivez a oa bet redet war e-lerc’h un nozvezh ma oa diwezht o retorn eus ur pante (ur fest gwadigennoù, ‘kav din). Aet e oa d’ar red ken na findaon dialan ha, peogwir, o tremen e-tal ur c’hraou-ejen ha ne oa dor digor ebet, e vountas a-dreuz-penn war an torchad plouz a stouve un tamm prenestr izel hag e kouezhas er c’hraom lec’h ma yeas da guzh dindan kof un ejen. Darbet a oa dezhañ bezañ trelatet.

Klevet e oa bet c’hoazh alies ganeomp, ma breur ha me, an hoper-noz, met hep bezañ bet heuliet. Gwir eo ivez en em diwallemp eus tremen dre ar c’hoad, pa veze dispak an noz, hag ar kavemp welloc’h klask tro hir.