
Tri baotr yaouank a oa o vont d’ar gêr asambles goude bezañ bet o c’hoari c’hartoù, lodenn vrasañ an nozvezh ; en ur goumanant eus parrezh Plougonven. War-dro div eur pe deir eur diouzh ar beure e oa. Miz Du e oa, yen an amzer, sklaer al loar, hag e vlagent diwar-benn taolioù-chañs disheñvel ar c’hoari, bep a gornedad butun gante. Pa oant en em gavet dirak an dreuzellenn-goad a-us d’ar wazh, e laras Yannig Meudeg, unan dioute :
Hervez klevet e weler aze ur gannerez-noz. Ma welomp anezhi bremaig, e skofomp anezhi er stang, he fenn da gentañ.
Er prad e-tal ar c’hleuz a-hed an hent e oa ar stang.Yannig a bignas war ar c’hleuz hag a lâras d’e gamaladed, Erwan Madek ha Pipi Al Laouenan :
– “Aze emañ, ar gannerez-noz. Pignit war ar c’hleuz hag e welfit anezhi. »
Pignet war c’horre ar c’hleuz, e oant bet souezhet o welout ur vaouez ha n’anavezent ket o trempañ dilhad e dour an Douet, o ftotañ hag o kannañ gant ur vazh-dilhad ledan hag a rae un trouz tregernus en draonienn. Chomet e oant ur pennad da sellout diouti, sioul ha sebezennet. O vezañ o doa lonket meur a vannac’h lambig hag e oant o poufal ne oant aonik, e hopas Pipi Al Laouenan :
– « Mad a vefe deoc’h e sikourfemp ac’hanoc’h da waskañ al lienaj, ar gannerez ? »
Ne oa bet respont ebet gant ar gannerez, diskroget diouzh he bazh war vaen an Douet ; sevel a reas hag e sellas war an tu eus lec’h e oa deut ar vouezh. Spontet ha spouronet, an tri gompagnon a lammas kerkent e traon ar c’hleuz hag a gerzhas kuit d’ar red ken buan ha ma vefe bet an Diaoul war o lerc’h. Kouezhet e oa Yannig Meudeg, kignet gantañ z fri hag e dal, met savet e oa ha partiet d’ar red hep e votoù nag e dog. An daou a distlabezas ivez diouzh o botoù war an hent hag ur c’hras kaer a oa bet dezhe gallout gwaskediñ en ul lamm e ti-soul Erwan Madeg, e-kichen, war vord an hent. War o roudoù e oa ar gannerez-noz, he bazh prest da bilat, ha ma vefent bet tapet ganti, e vefent bet badaouennet. N’halle het mont e-bareh an ti, met he bazh a skoas ken kreñv gant an nor ken ma oa aet a-dammoù hag, a-raok tec’hal kuit, e hopas :
– « Chañs peut bet rak, ma vezec’h bet tapet ganin,e vefe bet desket deoc’h nozvezhiañ o c’hoati c’hartoù hag o ruzañ an hentoù ken diwezhat hep digarez. »
Ne oa bet dihostet ger ebet gant an tri gompagnon, hanter-varv gant ar pont ha n’ o devoa ket kredet mont er-maez, nemet pa oa tremen deiz. Aet e oant neuze da gerc’hat o botoù hag o zog lec’h ma oant bet lesket, met ne oa bet kavet gante nemet pilhoù drailhet ha brizilhonet, war vaen ar stang lec’h ma oa ar gannerez o welc’hiñ he dilhad,e-pas an noz, er sklaer-loar.